Ar vagad Vretoned

Описание к видео Ar vagad Vretoned

Sonerezh sakr eus ar broioù keltiek / Musique sacrée des pays celtiques
Lodenn eus CD Bann-heol e gwerzh e lec'hienn www.bann-heol.com / Extrait du CD de Bann-heol disponible sur www.bann-heol.com

Ar vagad Vretoned
Sonerezh : Christian Desbordes / Musique : Christian Desbordes
Komzoù : Job an Irien / Paroles : Job an Irien

Hor bennozh a lâremp d’ar voraerien
Hag ar vag a voe sachet war an traezh gwenn.

Ar vagad Vretoned o tivroañ
’Oa deuet holl da vezañ mignoned deomp.

Eus a-bell e teuent da glask goudor
Ha dija ’doa kerent e Bro-Arvor

Kenavo a lâremp d’hor mignoned
Gant o hent ez ajont war-zu o bed.

Ne chomas war an aod nemedomp-ni
Da ganañ en tornaod kantik Mari

Bara sec’h hon doa bet hag avaloù
A-walc’h ’vit meur a bred ’vidomp hon-daou.

Goude pedenn ha pred ’vel daou zañvad
Gourvezet er yeot sec’h e kouskemp mat.

Gouloù deiz ’zigoras hon daoulagad
Mall ’oa deomp eus hor c’hreiz meuliñ an Tad.

Комментарии

Информация по комментариям в разработке