Kemener/Marchand/Menneteau/Le Menn Kan ha diskan/Beat box yaouank 2010

Описание к видео Kemener/Marchand/Menneteau/Le Menn Kan ha diskan/Beat box yaouank 2010

La naissance du Kan ha beat box!
Suite à une invitation de Yaouank les chanteurs Kemener/Marchand/Menneteau/Le Menn expérimentent le kan ha diskan à quatre. Christophe Le Menn au beatbox. Ton hir Plinn paroles Ar gwin (composées par Yann Fañch kemener)

www.krismenn.com



(Amzer ma yaouankiz a da e ma spered
lec'h ma ta din levenez deus ar gwin 'm eus evet.

Na barnit ket ac'hanon mag eo treñk anezhañ
Tomm a ra din ma c'halon, blaz ma buhez zo gantañ.

Bet en ho aez ma mignon, ouiet ket deus pelec'h hoc'h deiet
Evit gwin ta, mar karit, ouiet ket da belec'h 'hiet.

Evit gwin pezh a garit, evit gwin hep kontañ
Hep mignon na mignonez, kouskiet en douar mañ.

Ar gwin a zo ur wajenn hag werenn ur vammenn
Ur werenn a levenez da dommañ poull ma c'halon.

Me ho ped dont d'am c'hoñsoliñ gant ur werennat gwin
Hag a rayo d'am c'hroc'hen ul liv ruz ha lirzin.

0 ya pa vin marv yen, gant gwin gwenn ma gwalc'hit
Ha gant ar c'hoad anezhañ grait din me ma arched.)

Evit gwin pezh a garit evit gwin hep kontañ
Rak un devezh ma mignon kouskiet en douar mañ.

Me ho ped ma mignoned pa viet 'n un asamble
Me hop ped ma mignoned dalc'het soñj ac'hanon me.

0 na pa vo deiet ma zro, evit c'hoazh hep kontañ
Hag a lipit ho kwerenn beg an dakenn diwezhañ.

Na tro war dro d'ur rozenn, zo atav ur vorenn
Evel se eo ma c'halon gant ar c'hoant deus ar gwin gwenn.


Meur a wech 'm eus goulennet ya digant at werenn
Da zonet d'am c'helenniñ war hirder ma buhez.

Zeul gwech 'deus respontet din, ya digant ur vouezh voan
Evit gwin ta ma mignon, diet ket ken war ar bed mañ.

(Memes) Ha pa vec'h mezv ma mignon, bezet an den joaius
Ar plac'h yaouank en ho kichen ho lako eveürus.

Rak Pa deuio an eur, c'hwi na viet netra
Lakit se en ho spered adaleg a vremañ

Ha ma da d'ar reson da drubuilho ho spered
Gant an dakennig a win, he sikourit da gousket.

Diwar pezh a zo da voud ne oar an den netra
Evit gwin pezh a garit, evit deus gwin ar joa

Ha pa deuyo an ankou (na) da glask ac'hanon
Hag ar c'hoant din me bevo tennet deus ma c'halon

Grait gant ar poultr anezhi ur werenn deus 'r re vrasañ
Ha pa vo karget a win e c'hellin c'hoazh bevañ

Комментарии

Информация по комментариям в разработке